Partij voor de Vrijheid

Logo Partij voor de Vrijheid

Partij voor de Vrijheid (PVV, Strollad evit ar frankiz) a zo ur strollad politikel izelvroat. Savet eo bet d'an 22 a viz C'hwevrer 2006 gant Geert Wilders, ur c'hannad distag en Eil kambr. Bet e oa bet ezel eus Volkspartij voor Vrijheid en Democratie (VVD) betek-henn.

Da-geñver dilennadegoù kannaded en Eil kambr en Izelvroioù e 2006 e tapas kaout 5,9 % eus ar mouezhioù, ha 9 c'hannad ern Eil kambr. A-fet pouez er vuhez politikel e oa neuze pempvet strollad an Izelvroioù.

Da-geñver dilennadegoù kannaded Europa e miz Even 2009 e tapas kaout 16,9 % eus ar mouezhioù ha 4 dileuriad (diwar 25 en holl evit an Izelvroioù) e Parlamant Europa. A-fet pouez ez eo neuze eil strollad ar vro.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search